Ekologiezh don

An ekologiezh don (saozneg deep ecology) a zo ur brederouriezh speredelezhel hag "holladouriezhel" a-ziwar an natur ma klask an dud bevañ en ur zoujañ outi. Ar mennozh zo unvaniñ ar soñjoù, ar fromoù, ar speredelezh hag an oberennoù.

An ekologiezh don a ya pelloc'h e brederennoù eget ar c'hudennoù lakaet war ar wel gant ar pep brasañ eus al luskadoù ekologel all (an diorren padus, merañ an endro h.a.), lakaet e vez ar pouez war plas mab-den e-touesk an natur hag ar spesiadoù all. Eus savboent ar skiant e ta an ekologiezh don eus martezeadenn Gaia.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search